Degemer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl
| Breizh Pennad Breizh — Brezhoneg — Istor — Douaroniezh — Lennegezh ha Lennegezh vrezhonek — Keltia hag ar Broioù keltiek |
|
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki * Gourc’hemennoù da dud ar Wikipedia kembraek, nevez-tizhet ganto an 20 000 pennad ! * D’an 8 a viz Du e oa bet tizhet an niver a 22 000 pennad gant hon holloueziadur brezhonek. Er 55vet renk emañ ar brezhoneg bepred e-touez raktresoù holloueziadurel Wikipedia, war-lerc’h an islandeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Ha gallout a rit, c’hwi ivez, reiñ dorn da gas ar raktres pelloc’h, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija. Sellit ouzh Degemer an dud nevez. * Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit d'ober un dro betek an an Davarn. * E-touez ar pennadoù diseurt zo bet savet pe hiraet e-pad an diskar-amzer e kaver kalz traoù a denn d’an douaroniezh : kêrioù a bep seurt broioù (Euskal Herria, departamant ar Pas-de-Calais), Tel Aviv pe Lagos, pennadoù all diwar-benn Kontelezhioù Bro-Saoz evel Cumbria pe Surrey, diwar-benn Proviñsoù Italia, inizi pell pe belloc’h evel Inizi Crozet e Meurvor Indez, Inizi Friz pe Enezeg Molenez. War dachenn ar savouriezh a c’haller mont da welet chapel Santez Anna ar Palud, abati Lokentaz, en hor bro, pe ar Monumant da Yuzevien Europa drouklazhet e Berlin. Tachennoù n’omp ket boas da lenn traoù diwar o fenn e brezhoneg zo ivez : meuzioù evel ar c’hig-yar tandoori, an naan, hot dog pe hamburger, pe sportoù evel ar plankenn-ruilh hag ar marc'h-houarn. Traoù da lenn amañ hag el levrioù : adalek istorioù kozh ar Mabinogi, gant Branwen, merch Llŷr pe Pwyll, priñs Dyfed betek lennegezh hon amzer e brezhoneg (Koulizh Kedez) pe e yezhoù all (Stieg Larsson). Doareoù arz a bep seurt a c’haller ober anaoudegezh ganto : Andy Warhol, Dada. Ma plij ar bannoù-treset deoc’h, kit da lenn ar pennadoù diwar-benn Titeuf, Michel Vaillant, André Franquin pe Dark Horse Comics. Peurzeskiñ brezhoneg a c’haller ivez gant Wikipedia : sellit ouzh ar pennadoù kunujenn pe estlammadell, da skouer. Lennadennoù mat deoc’h holl !A bep seurt
|
Doare an 2 a viz Kerzu 2008 ha Keleier ar vro
Pennad ar miz : Amos Oz
Amos Oz e miz Mae 2005
E dud a oa sionourien o tont eus Reter Europa. E dad en doa studiet an istor hag al lennegezh e Vilnius (Lituania) ha deuet e oa da vezañ levraoueger ha skrivagner e Jeruzalem. Tud ar familh ne oant ket gwall domm ouzh ar relijion. Mamm Oz en em lazhas pa oa-eñ 12 vloaz. An darvoud-se a lakaas anezhañ da cheñch mennozh a-fet politikerezh. Tamm-ha-tamm e tostaas da strolladoù an tu kleiz israelat, ha da 15 vloaz e kemeras perzh e kibboutz Houlda. D’ar mare-se e tibabas an anv Oz (Amos Klausner e oa e anv gwir), hag a dalvez « nerzh » en hebraeg. Er c’hibboutz e chomas gant e wreg betek 1986. E dibenn ar bloavezhioù 1950 e reas e servij soudard e Tsahal, hag e rankas brezeliñ war harzoù Siria. Goude-se e studias ar brederouriezh hag al lennegezh hebraek er skol-veur. E skridoù kentañ a voe embannet e 1965, hag e romant kentañ e 1966. Adalek ar mare-se e skrivas diehan, ul levr bep bloaz dre vras. Evit kenderc'hel da lenn : Amos Oz |
|||||||||||||||||||||||||
|
Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :
|
||||||||||||||||||||||||||